LESTR Ar ROUANEZ HAG HE 11 ERMINIG

Samuel Julien

EN LA MER DE BRETAIGNE AVOIT UNE NEF QUI MOULT BELE ESTOIT

An deiz-se, d’ar 26 a viz Gwengolo 1500, e teu ar roue asambles
gant e rouanez evit ar wech kentañ e kêr Tours, kêrbenn rouantelezh
bro-C’hall d’ar mare-se. O paouez distreiñ eus ur c’hampagn emgannoù
en Italia emañ ar roue Loeiz XII ha trec’h eo bet war an dachenn-se.

Ar dukez-rouanez Anna Vreizh ivez zo e barr he galloud rak a-drugarez d’ur c’hontrad-dimeziñ bet marc’hataet gant ampartiz ar bloaz a-raok gant Rouantelezh Bro-C’hall ez eo deuet a-benn da adkavout ur gwir aotrouniezh war he dugelezh. Ganedigezh o merc’h Klaoda, bloaz zo, o deus frealzet sur mat ar c’houblad : un doare promesa d’un dazont skedus, pa vefe evit Breizh pe Frañs.
Meurdezus eo ar gouelioù e kêr Tours. Tost an hanter eus budjed bloaziek kêr a zo bet gouestlet dezho hag an dud pinvidik n’o
deus damantet war an dispignoù a-benn en em ziskouez war o zu mat dirak daoulagad ar c’houblad roueel. Birvilh eta zo e kêr,
niverus eo an arvestoù ha prizius ken ha ken ez eo ar profoù kinniget d’ar roue ha d’ar rouanez. Un doare da zerc’hel koun da
viken eus brokusted pobl kêr Tours hag eus an darvoudoù bet c’hoarvezet d’an deiz-se.

Samuel JULIEN
a zo rener Dizale, ar studio advouezhiañ kleved-gweled e brezhoneg.
Bet eo bet karget a gentelioù yezh ha sevenadur Breizh e Skol-veur Su-Breizh en Oriant, ha roet en deus kentelioù war gwir ar c’hleved gweled evel mestr prezegenner e Roazhon 2.

Retrouvez la suite de l’article dans le numéro 6

Retour en haut