Bertrand d’Argentré,
gwiriour hag istorour stag ouzh ar gwirioù Breizh
Elen Le Gars
Ul lise a zoug e anv e Gwitreg, met piv a oar, hiziv an deiz, piv e oa Bertrand d’Argentré, ha petra a rae?
Petra a dalvez dezhañ kaoute anv war talbenn ul lise ha meur a straed e Breizh ?
Moarvat eo chomet evit ar posterite dreist holl dre m’en doa skrivet, L’Histoire de Bretaigne, des roys, ducs, comtes et princes d’icelle. Ha koulskoude, a-raok skrivañ e oberenn, e oa bet eñ senesal kêrioù Gwitreg ha Roazhon, ha prezidant Prezidial Roazhon, da lâret eo, un den a lezenn.
SENESAL A DAD DA VAB
Bertrand d’Argentré a oa ganet e Gwitreg e Mab un ofiser e karg ar justis e-barzh e gorn bro e oa-eñ: senesal Roazhon e oa e dad, Pierre d’Argentré. Souezhadenn ebet neuze o c’houzout e oa aet war roudoù e dad ha kroget gant ar vicher a senesal e Gwitreg. Senesal Roazhon e oa deuet Bertrand d’Argentré da vezañ goude ma vije bet treuzkaset e garg dezhañ gant e dad, tro 1547, just a-raok e varv. Pa oa bet krouet, gant ar roue Herri II, ar prezidialoù, ur bazenn a-us d’ar senesaliezh, e oa deuet ar garg-se da v/Bertrand d’Argentré. Perzh Bertrand d’Argentré war danvez ar justis a gaver dre e labour war dachenn Kustum Breizh. Un oberenn en doa emban net e 1565, Coutumes générales des pays et duché de Bretagne, revues et corrigés sur l’original des commissaires réformateurs de l’an 1539, diwar-benn Kustum kozh Breizh lakaet dre skrid e 1539. Perzh e oa bet, evel komiser, e adskrivadur ar C’hustum nevez, e-kerzh Stadoù Breizh 1580 e Ploermael. Da heul ar Stadoù en doa skrivet Aitiologia (1584) evit rentañ kont eus an tabutoù bet
er c’heñver-se.
Ar C’hustum eo ar gwir n’eo ket skrivet, al lezennoù savet adalek an diskoulmoù kavet gant izili ur gumuniezh hag a dalvez d’ar gevredigezh-se. Abalamour d’an dra-se eo
talvoudus bras skridoù Bertrand d’Argentré : degas a reont d’hon anaoudegezh doareoù eus buhez ar Vretoned er XVIvet kantved na vijent ket deuet betek ennomp mod all.
UN ISTOR A FAMILH
Daoust dezhañ bezañ choazet ur vicher a lezenn e rede ivez virus an istor e-barzh gwazhiennoù Bertand d’Argentré: Danvez e oberenn gentañ e 1541 e voe. Un droidigezh en doa graet eus testennoù e eontr kozh, Pierre Le Baud, aluzenner Anna Vreizh.
Hemañ en doa skrivet ur gronologiezh eus fedoù istorel a Vreizh. Diwezhatoc’h, e 1580, e oa bet gourc’hemennet dezhañ, gant Stadoù Breizh, un istor a Vreizh.


