Kartenn wenn da Sofi Le Huñsec

“Petra en deus degaset ar c’han din ?”

Ma yezh vamm? Galleg petra ’faot deoc’h! Galleg tro-dro din, galleg hepken… Da 13 vlez, piv ’oui a gaost da berak, ’m eus santet un toull don e kreiz ma c’halon. An c’hoant bras deskiñ brezhoneg. N’am boa ket biskoazh klevet… Ha neoazh e oan desachet-bras. Kroget ’m eus heuliiñ kentelioù hag a veze kinniget deomp etre 1 eur ha 2 eur er skolaj hag er lise. Àrlec’h ’m eus lakaet ma anv e Skol Ober. Met diaes e oa din komz ha bepred hani tro dro din evit sekour. Kroget ’m eus da soniñ e brezhoneg get sekour kasedigoù Dastum embannet
get an destenn, aesoc’h evit kompren! Nag ur soñj mat! Gellet selaou, distrip, ha mont àr-raok.

Ar strollad Loeroù Ruz : Sofi Le Huñsec, Anaig Lukaz, Véronique Bourjot, Gwenaelle Hellou. Div bladenn-arc’hant zo bet graet gant al Loeroù Ruz : Amzer ar merc’hed (1999), Ha c’hoazh unan!…(2003).
Krouet eo bet ar strollad e 1993 hag divodet e oa bet
e 2021.

Retrouvez la suite de l’article dans le numéro 1

Retour en haut