An dever hag ar gwir da c’houzout

Malo Bouëssel du Bourg

An dever hag

Piv a gont an Istor ? Piv a anavez an Istor ? Piv a ra an Istor ? Ket ar memes re, sur a-walc’h !
Arm efedusañ an tirant eo an ankounac’h, a skrive La Boétie[1].
« Digredus eo gwelet penaos, kerkent ha lakaet da vezañ yevet, e kouezh ar bobl ken don en ankounac’h eus he frankiz ma n’hall ket mui dihuniñ evit hec’h adkavout ».
Liammet  eo ar frankiz ouzh an eñvor neuze. Derc’hel soñj evit chom dieub. Un dever hag ur gwir eo. Ur bobl divemor n’hell ket magañ atebegezh. An dud divemor a zo margodennoù etre daouarn ar boblelourien.

Dalc’homp soñj ! Sed a voe, just a-walc’h, anv ur gelaouenn a oa da bal dezhi, er bloavezhioù 80, ledañ anaoudegezh istor Breizh. Fromet on o skrivañ ar gerioù-se pa soñjan en doa kenlabouret va zad gant Dalc’homp soñj lies gwech. Puilhañ a rae  al levrioù istor du-mañ. La Borderie, Poisson, Chardronnet… hep disoñjal bannoù treset Reynald Secher. Bez e oa levriouigoù evit ar vugale ivez. Koun am eus eus Histoire de ma Bretagne, skrivet gant Herry Caouissin ha skeudennaouet brav gant Rallic. Ar skridoù-se a ziskulie gevier an istor ofisiel. Ne oant ket neptu evel-just, intret ma oant gant karantez vro. Ne lavarent ket bezañ  ken ergorel[2] hag al levrioù a lenner hiziv. Reoù  Fleuriot, Monnier, Cassard, Cornette, Cunliffe… Ha c’hoazh, levezonet e vez neb istorour gant red e amzer. Ne cheñch ket ar fedoù, met cheñch a ra an istorourien. Se a zo kaoz ne vo fin ebet d’ar studiañ na d’ar skrivañ istor.

[1] Prezegenn ar sujidigezh youlek, Etiienne de la Boétie, embannet evit ar wech kentañ e 1576,  adembannet e brezhoneg / galleg gant An amzer embannadurioù e 2024.
[2] Ergorel : objectif

An dever hag

Retrouvez la suite de l’article dans le numéro 1

Retour en haut